Hor raktres evit An Orient


10 priorelezh pennañ evit an Oriant

1. Produiñ lojeiz get ur c’houst dereat ha stourm a-enep d’ar gwall-lojañ

Krouiñ lojeiz aezet, stourmiñ a-enep dirennegezh ar lojeiz ha prekaerentez energetek. Stourmiñ a-enep vrokerezh ar savadurioù en ur bevenniñ ar lojeiz feurmet evit berr-amzer hag an niver a eil-tiez.

2. Gwaranteziñ aezat ar yec’hed d’an holl

Krouiñ ur greizenn yec’hed kêr, un asurañs dre skodenn kumunel ha kengred, ober deus ar yec’hed psichek ur priorelezh pennañ ha kreñvaat an diwallerezh.

3. Ober deus an Oriant ur gêr evit ar vugale

Diorren ar skol war an aod er For Surville àr Enez Groe da skouer, adneveziñ ha gwerdkaat ar skolioù, suraat ar straedoù tost d’ar skolioù, digoustidigezh an treuzdougennoù-skol.

4. Stourm a-enep d’an enmanterezh sokial ha sikour d’an holl da gozhaat mat.

Lakaat e plas ur bolitikerezh perzhiek evit koshaat mat er gêr. Stourm a-enep d’an enmenterezh get un eilmaer pe eilmaerez gouestlet d’ar sujed ha skipailhoù beilh tost.

5. Gwarantiñ ar gwir d’ar vouederezh a galite.

Kaout evel pal 70 % a voued bio ha lec’hel e servij ar predoù skol hag a-stroll e fin ar respetad, krouiñ ur stal-kêr, skoazell an intrudu Surentez Sokial ar Boued.

6. Gwarantiñ ar sioulder foran dre ar bezañs denel

Kreñvaat bezañs implijidi hantererezh, deskadurezh, buheziñ straed ha polis tost er spas foran, da skouer dre implij tri hanterour pe hanterourez ouzhpenn.

7. Azasaat ar gêr da cheñchamant an hin hag ober deus an Oriant ur gêr sioulaet

Gwerdekaat ha diveinañ ar spas foran, kreñvaat an dilontegezh energetek, krouiñ ennezigoù fresk. Kreñvaat ar c’hinnig treuzdougennoù ha lakaat anezho digoust e-pad an dibenn-sizhun. Diorren ur steñv marc’h-houarn ha kerzherien perzhiek ha sur.

8. Lakaat ar brezhoneg ha sevenadur Breizh da vevañ er vuhez pemdez

Kreñvaat plas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh er servijoù publik, er sevenadur, er sport, en dudioù hag er vuhez kevredigezhel. Skoazell an hentadoù kelenn divyezhek ha dre soubidigezh, krouiñ unan nevez hag ur vagouri dre soubidigezh.

9. Souten ar vuhez kevredigezhel, ar sport hag ar sevenadur

Krouiñ ur sal ar gouelioù bras ha poblek en treuzfurmiñ « hall ar Merville berrdad» goude ma vo echu nevezadurioù ar re boazh. Reiñ ur moned digoust d’ar vediaoueg, lakaat e plas ur sikour evit kemer un aotreadur sport, adneveziñ an akipamantoù sport.

10. Liammañ tud an Oriant get ar mor

Aotre monet d’ar mor get ur pass mor evit ar re yaouank, ur c’harr-boutin digoust betek an aod. Lakaat e plas ur Parlamant keodedel ar mor. Digoustidigezh poull-neuial Koad ar C’hastell e-pad an hañv.